Preder

Geriadur ar vezekniezh

réflexe monosynaptiquemonosynaptic reflexdamoug unsinapsel

Damoug oc'h engwezhiañ ur sinaps hepken. Da skouer en damoug unsinapsel loc'hadel, ar gwiennoù degasat angorzhet o tont eus ar gwerzhidoù nervgaherel a genvell war-eeun, hep neuronenn etreat, er c'hornioù araok ar mel, gant kelligoù an neuron loc'hañ o c'houlankañ ar gigenn ma teu ar gwiennoù degasat-se. Ampled respont an damoug unsinapsel loc'hadel ouzh ur fraouadenn miret arstalek zo e dalc'h niver an neuronoù angorzhet en damoug ha live broudadusted an kez neuronoù.

Kent War-lerc'h