Anvet ivez damoug laureraezus, erwezh andiarvenn devoudet gant ur gentrigadenn (Gweledel, klevedel, kroc'henel, h.a.) noazus, o kevaraeziñ tec'hout diouti. Sk. : erdennañ skilfoù loened 'zo, fiñvoù kravat ha skubañ el lec'hienn heget. Spisoc'h eo an erwezhioù-se pa vez ezvezant ar reoliñ pluskennel. En imbourc'h klinikel e vezont arsellet e degouezh a skejadur pe amwask ar mel a-livenn gant gourdastrizhegezh : arouezioù a velemgefren eo ez int. Damoug ar plegerioù a c'hoarvez eus an triemdenn-mañ : an troad o plegañ war ar c'har, ar c'har war ar vorzhed hag ar vorzhed war al lestr. Devoudet eo dre biñsañ kreñv ar c'hroc'hen pe ar c'higennoù pe dre blegañ a-sol ar bizied troad. Dibaotoc'h e c'hoarvez an damoug difenn eus argrezadur ar c'higennoù astenner en tu broudet pe en tu kevenep zoken.