Preder

Geriadur ar vezekniezh

réductionreduction1 2 3 diren 4 leiaat

1 Er gimiezh, lemel oksigen d'un aozad ; en un diarsell hollekoc'h ez eo an direadur un dazgwered kimiek ma vez gounezet elektron gant un pe lies atomenn eus ur volekulenn pe eus un ionenn. 2 Er surjianerezh, adlakaat en e lec'h un organ dilec'hiet, un askorn torret, un ogad pe penn disvellet ur c'henvell. 3 En hiloniezh, direadur ar c'hromozomoù : tremen ar gellig eus ar stad diploidel — ma 'z eus er graoñell 2×n kromozom (46 gant an den) — d'ar stad haploidel — ma n'eus mui nemet kromozom (46 gant an den) — d'ar stad haploidel — ma n'eus mui nemet n kromozom (23 gant an den) —, e-doug ar meioz, anvet ivez kromozom (23 gant an den) —, e-doug ar meioz, anvet ivez emrannañ direüs (sl. division réductrice). 4 Heñvelster gant bihanaat, digreskiñ.

Kent War-lerc'h