Lodenn dibenn ar vouzellenn dev o vont eus ar rannbarzh youlc'h-sigma d'ar fraezh. Kemm a lakaer etre ar rann uhelañ — ar youlc'h a-lestr, a ampar ar frankaenn bellek anezhañ gloestr ar youlc'h —, hag ur rann izelañ — ar youlc'h a-c'harbedenn, pe kanol ar fraezh —.