Kleñved hêrezhel aotozomek trec'hek, klok e werc'hennusted hag argemmus e erzerc'hausted. Naouus eo dre gevreted brizhennoù kroc'hen livegat (anvet “brizhennoù kafe dre laezh”), yoc'hennoù stirek ar- ha dangroc'henel ha neurofibromoù sezet war dreug nervennoù trobarzhel, a-glopenn — an nervenn a-velc'houedenn dreist holl — pe a-livenn, en arvar da zevoudañ direizhoù nervel. Emañ an anaez-se e-touez ar fakomatozioù.