Gouziviad diounezet dezhañ un treuzskuilhadur gwad, un imboud gwiad pe un treuzplantadur organ. Anv a vez eus hollroadour (Gl. receveur universel) evit ur gouzrec'h eus ar rizh gwad AB, gouest da zegemer un treuzskuilhadur a-berzh nep gouzrec'h, rak e wadveiz, hep aglutinin, ne zazglud hematienn ebet.