Preder

Geriadur ar vezekniezh

récepteur plaquettaire glycoprotéique GP IIB/IIIAplatelet glycoprotein IIb/IIIa receptorbuzer pladanel glikoproteek GP IIB/IIIA

Buzer koc'hennel ma len ar pladan drezañ ouzh ar fibrinogen pergen hag ouzh ar barenn von Willebrand (integrin). — An heudadur anezhañ diwar-bouez danvezennoù diseurt a dolc'h neuze ar pladandazañ. Ar rumm pladanharzerioù-se a vod heuderioù spedadel (peptidoù kiklek ha peptidvaneier) hag ivez heuderioù anspesadel a zo ar penn stell anezho an abkikimab, antikorf unskodien kimerek logodel, a zo arveret an ensikladur engwazhiennel anezhañ e-pad ar gwazhiedatelviñ kurunerel, war-benn hepkoriñ tromboz an dalmerenn.

Kent War-lerc'h