Buzer kelligel sezet er galon, ar c'higennoù levn gwazhiedel, al lounezh, ar gaenuslounezhenn, an avu hag an nervreizhiad. Daou rizh a ziforc'her, ar rizh 1 hepken o hañvalout kaout ur gwerederezh bevedel a bouez. Gourzhalerioù anpeptidek ar buzerioù eus ar rizh 1 (ar sartanioù, ar penn stell anezho o vezañ al losartan) a vez arveret e prederiadur an uswask talmerel : tolc'hañ a reont ar reizhiad renin-angiotensin en un doare spesadekoc'h eget tolc'herioù enzim amdreiñ an angiotensin.