Immunoglobulin a rizh IgE ar peurliesañ, enaozet evel respont da allergenoù ha dezhañ ar perzh lenañ ouzh koc'henn ar granulokit bazofil hag ar mastokit. Pa erwezh an immunoglobulin lenet ouzh an antigen keñverek e vez dilaosket histamin ha danvezennoù gwazhiedwezhus all (dic'hreunennadur ar granulokit), o tevoudañ erwezhioù dreistkizidigezh a rizh I.