Ec'hodiñ adalek ur vammenn ha treledañ en ur metoù gremm ha fiñvad oc'h angorzhañ gwagennoù tredanwarellel pe rannigoù. Graet e vez gant an deveradoù skin, skinad, skinadenn, skinadur, skinerezh, hervez an durc'hadur ster ambredet. Gant skin ez eus anv eus an anadenn he unan, da skouer genel
skinoù X dre zarstekiñ elektron uhelc'hremm ouzh ur vukenn vetal ha gant skinad e vo kel eus ar c'hementad gremm, da skouer andalañ douester an eskern dre vuzuliañ lugadur ur skinad X. Gant skinadur e reer dave da zisoc'h ur skinañ dibarek, da skouer skinadur ionaus ret evit lazhañ 50 % eus al loened dindan arnod. (sl. radiation)
— rayonnement alpha, rayons α
◊
alpha radiation
◊
skinad α, skinoù , skinoù α
: skinoù (skinad, skinadur) ionaus (derc'hanoù heliom) ec'hodet gant korfoù skinoberiek 'zo
— rayonnement bêta, rayons β
◊
beta radiation
◊
skinad β, skinoù , skinoù β
: skinoù (skinad, skinadur) ionaus (elektron) ec'hodet gant korfoù skinoberiek 'zo
— rayonnement gamma, rayons γ
◊
gamma radiation
◊
skinad γ, skinoù , skinoù γ
: skinoù (skinad, skinadur) tredanwarellel amparet gant foton uhelc'hremm dec'hanet gant diargridadur un derc'han o tisoc'h eus un digevanad
— rayonnement corpusculaire
◊
corpuscular radiation
◊
skinañ rannigel, skinad rannigel : skinañ (skinad, skinadur) rannigoù danatomel, evel ar proton, an neutron, an elektron
— rayonnement X, rayons X
◊
X-rays
◊
skinoù
X, skinad X : skinañ tredanwarellel a drohed berr kenan (etre an dreistmouk hag ar skinoù γ), dizoloet e 1895 gant Röntgen, dezho ar perzh treuziñ danvezioù demer 'zo ha kizañ plakennoù luc'hgizidik. Hevelep perzh zo diazez ar c'halvezderioù skinluniñ. Kemm a lakaer etre ar skinoù X ), dizoloet e 1895 gant Röntgen, dezho ar perzh treuziñ danvezioù demer 'zo ha kizañ plakennoù luc'hgizidik. Hevelep perzh zo diazez ar c'halvezderioù skinluniñ. Kemm a lakaer etre ar skinoù X kalet, berr an trohed anezho, uhelc'hremm, trebarzhus kenan hag ar skinoù X gwak, hir a-walc'h an trohed anezho, izelc'hremm, nebeut trebarzhus
— rayonnement infrarouge, rayons infrarouges
◊
infrared ray
◊
skinoù
danruz, skinad danruz : skinoù tredanwarellel gavaelet etre ar rannbarzh gweladus eus ar skalfad (war-dro 770 nm, ar penn ruz) ha rannbarzh ar c'horrwag (war-dro 1 mm). Arveret e vez ar skinad danruz er vezekniezh evit e weredoù gwrezel. Kevaraezañ a ra da ren elfennerezh doareadel ha kementadel lies danvezenn (skalfadlunerezh danruz)
— rayonnement ionisant, rayons ionisants
◊
ionizing radiation
◊
skinoù
ionaus, skinad ionaus : nep skinañ tredanwarellel pe rannigel dezhañ gremm a-walc'h da zec'han, rageeun pe ameeun, ion o treuziñ an danvez, evel da skouer ar skinoù X, ar skinoù α, , β, , γ, al lanvadoù proton, elektron, al lanvadoù proton, elektron
— rayonnement primaire
◊
primary ray
◊
skinad kentael : skinad ec'hodet rageeun eus ur vammenn skinoberiek pe eus ar gorzenn ec'hoder skinoù X
— rayonnement secondaire
◊
secondary ray
◊
skinad eilvedel : skinad ec'hodet gant nep danvezenn skinataet gant ur skinad tredanwarellel pe rannigel
— rayonnement ultraviolet
◊
ultraviolet ray
◊
skinad dreistmouk : skinad tredanwarellel gavaelet an trohed anezhañ etre hini al luc'h gweladus (400 nm, penn mouk ar skalfad) ha hini ar skinoù X (20 nm). Ar s. d. A, hir o zrohed, a gaver paot e gouloù an heol. Ar s. d. B, keitat o zrohed, a vez arveret er vezekniezh (luc'hgurañ). Ar s. d. C, berr o zrohed, zo dezho gweredoù kimiek ha bakteriloezadel
— rayons actiniques
◊
actinic rays
◊
skinoù
aktinek : luc'hskinoù a zo dezho ur gwered kimiek
— rayons cathodiques
◊
cathode rays
◊
skinoù
katodek : skinoù ec'hodet gant katod ur gorzenn Crookes, leivec'hiet (elektron) hag o treledañ areeun. Pa skoont ouzh gourzhkatod ar gorzenn e tec'hanont skinoù X.