Preder

Geriadur ar vezekniezh

ratespleenfelc'h b.

Organ limfoidel gwadparadel ha gwadloezadel, blot e gantalc'h, vigelc'hiek hag arblat e stumm, 200 g e bouez keitat, ruzvouk e liv, loet er c'hougestadenn gleiz, a-dreñv ar stomok, dindan ar gelc'hspeurenn, a-us ha dirak al lounezh kleiz. C'hoarvezout a ra eus ur pourc'had stirwiennek ma loc'h dioutañ ur rouedad wianoù kourzadek, a zo an esaouennoù anezho leuniet gant bouedenn felc'hel, amparet gant gwad, limfkelligoù, gwadkelligoù ha kelligoù gouskor. Emañ ar bolc'hennoù limfoidel war speurioù an talmerennigoù. Ereet eo ar felc'h ouzh ar gelc'hspeurenn dre ar stagell vegin-felc'h, harpañ a ra ouzh ar stagell stomok-kolon hag enkloz eo er stagell stomok-felc'h. Ar gwazhied hag an nervennoù a ya e-barzh hag a zeu er-maez dre ur begel diazerc'h o frankaat war ar c'hostez dehou. Ar felc'h a zistruj kelligoù ruz ar gwad ha dilaoskiñ anezho an hemoglobin, treuzfurmet neuze e bilirubin gant an avu. E-se e wered evel kadaver elfennoù luniek ar gwad, e tasperzh e furmadur al limfokit hag ar monokit hag e paradur antikorfoù.

Kent War-lerc'h