Pore tredizhus grevus, piaouel da loened 'zo (ki, kazh, louarn, bleiz, askell-kroc'hen), treuzkaset d'an den dre vrazhad al loened poreet, diwar ur viruz eus ar genad Lyssavirus, kerentiad ar Rabdovirideged. War-lerc'h ur gounervezh o vont eus 1 da 6 mizvezh e tinod ar c'hleñved, ur pilhonempennfo strewek a c'haller diverzhout ennañ tri frantad mui pe vui kenheuilh : ul lankad ragazonel, gant kemmadennoù neuzid, gouvid, aonigezh, laurioù sezet e kleizenn ar brazhad ha kammeraezioù ; ul lankad broudedigezh, gant andagoù garv eus kigennoù ar c'hargadenn, dourgaz, andagoù kridek an izili hag ar c'hef, ha strafuilhoù bred (barradoù maniakel, trezerc'hioù) ; ul lankad gouvid gant seizi an eizhaennoù hag an nervennoù a-glopenn. Ar marv diwar ar gonnar diskleriet zo andistrec'h, o tarvezout dre harzanal. Deskrivet ez eus bet anafoù spesadel sezet en nervgreizennoù, gant dinodadur ebarzhennoù kitoplasmel (korfoù Negri). Ned eo gweredus ar mezegadur dizoloet gant Pasteur nemet e-kerz ar gounervezh, ur vaksinadur anezhañ kevredet gant ar gwadveizkurañ.