Rann ar fizik o plediñ gant ar skinoù X, ar c'horfoù skinoberiek hag an dedalvezadurioù anezho. Er vezekniezh, an termen s. a vez amberzet ent klasel evit pleustr ar skinoù X, dedalvezadurioù deznaouiñ ha kurañ ar c'horfoù skinoberiek o vezañ tra ar vezekniezh derc'hanel. An anvad hollekoc'h a skeudennerezh mezegel o vezañ erlec'hiet hiviziken ouzh an hini a skinouriezh deznaouiñ, ar skinourion, dasparzhet bremañ e div arbennigiezh diouto o unan (skindeznaou ha skeudennerezh mezegel diouzh un tu, ha skingurañ diouzh an tu all) a ren ivez an imbourc'hioù skeudennerezh dre zasson gwarellel hag imbourc'hioù 'zo o tennañ d'ar stenerluniñ .