Preder

Geriadur ar vezekniezh

radio-immunologique : méthode ∼radioimmunoassay, RIAhentenn b. skinhangaeel

Araezad kizidik kenan ha gourresis evit dezventañ an hormonoù peptidek ha dre vras tost an holl antigenoù. C'hoarvezout a ra a lakaat e kendiraez, e kenfeurioù roet, al liñvenn vevedel gant an antigen enni hag un hangaegemplezh hezileizh furmet diwar an kez antigen tiellet gant un izotop skinoberiek ha diwar an antikorf keñverek. An antigen da zezventañ a ya da lenañ ouzh an antikorf, o tilec'hiañ ur c'hementad antigen tiellet, seul vrasoc'h ma'z eo paotoc'h eñ e unan. Saveladur kenfeurioù ketep an antigen skinoberiek lenet ha dilaosket (dispartiet dre lies araezad : tredannizhañ, lenañ war rousinoù ioneskemmer, h.a.), keñveriet ouzh krommennoù test savelet gant doenadoù anavezet an hevelep antigen stalon, a gevaraezo gounit ar c'hementad antigen endalc'het el liñvenn vevedel studiet. An un araezad a vez arveret da zezventañ an antikorfoù.

Kent War-lerc'h