Rusk ar gwez eus ar genad Chinchona, eus kerentiad ar Rubiakeged, a orin suamerikat. Er c'h. e kaver lies alkaloid, ar re bennañ o vezañ ar c'hinin, ar c'hinidin, ar c'hinkonin hag ar c'hinkonidin. Usreüs, krezus ha diderzhiennus eo ar c'hinkina. Arveret e vez e lies rezh : poultr, douhennad, tentur, meizhiadur, siroz, gwin, h.a. — kinkina louet (Sz. grey quinquina) : anv lies kinkina a spesadoù kevarall, Cinchona condominea, Cinchona scrobiculata, h.a., louet al liv anezho, enno nebeud a ginin hag ur c'hementad brasoc'h a kinkonin. — kinkina melen (Sz. yellow quinquina) : anv lies kinkina arveret an aliesañ, douhennet eus ar spesadoù Cinchona calisaya, C. micrantha, h.a., enno ar c'hementad brasañ a ginin. — kinkina ruz (Sz. red cinchona) : anv lies kinkina a spesadoù kevarall, Cinchona succirubra dreist holl, etreat o gwered da hini ar c'hinkinaoù louet ha da hini ar c'hinkinaoù melen.