Preder

Geriadur ar vezekniezh

quininequininekinin g.

Pennalkaloid ar rusk kinkina. Danvezenn wenn, c'hwerv kenan he saour. Euvret a zoenadoù bihan e kentraou an nerveg hag e c'horreka ar poulz ; a zoenadoù brasoc'h e tarwazh an empenn, e leia broudadusted damougek ar mel a-livenn hag a izela terzhienn ar glañvourion wresterek. Diounezet e vez da gentañ penn da brederiañ ar baludegezh (ar baludegezh diwar Plasmodium falciparum pergen), ez eo ar gwezher spesadel anezhi. Arveret e vez ivez evel enepterzhienneg hag enep ar glazoù. Diounezet e vez e rezh halioù hepken : klorhidrat, sulfat, h.a., benzoat ha glukonat.

Kent War-lerc'h