Alkaloid douhennet eus ar c'hinkina, izomer ar c'hinin. Leteñvel eo e berzhioù lianiñvel ouzh re ar c'hinin. En arbenn eus e wered kreñv evit leiaat broudadusted ar c'haher kalon hag an tredanren kentez-kofig e vez arveret ar c'hinidin e rezh sulfat e mezegadur migorvezioù 'zo (dizarbenn an adfeilhoù) hag e degouezh kalonustead kofigel hag uskofigel.