Preder

Geriadur ar vezekniezh

queue de cheval : syndrome de la ∼cauda equina syndromeazoniad g. al lost marc'h

Stroll azonoù diwar amwaskadur nervennoù al lost marc'h. En o zouez ez eus direizhoù loc'hadel (seizi gwak kigennoù ar c'har), direizhoù santadel (nervostoù a-goazez hag aneraezioù oc'h angorzhañ an izili traoñ, ar c'harbedenn hag an organoù genel), strafuilhoù teñvañ (kaheristeñv kentrat, dulaz, gouliñv kalet hag eskaroù) ha strafuilhoù kelc'hstrishaerel (andalc'h pe azdalc'h).

Kent War-lerc'h