Teskad an azonoù devoudet gant yoc'hennoù pevare kambr an empenn. Dec'han a reont ur c'haelad lemm eus al liñvenn benn-kein hag un uswask enklopennel o tedreiñ buan, a-frapadoù. Erzerc'hañ a reont dre ur c'hlopennad taer, grezvarrek, o saezhenniñ en divskoaz hag o tiloc'hekaat ar penn, a zelank pep fiñv a-daol anezhañ c'hweladoù, trolernoù pe un ezwal zoken ; dre strafuilhoù ar c'hempouez el loadur war sav gant un tuadur d'an drekkorzhañ hag, anarstal, dre un dassav begennel, da dizhadur an nervennoù a-glopenn ha da strafuilhoù hirvelel. Ar yoc'hennoù-se a zedro gant ar bugel pergen, o tevoudañ un empennfoeñv.