Preder

Geriadur ar vezekniezh

qualificationqualificationperzhegadur g.

Kevazañv gant Urzh ar Vezeion ar gwir d'ur mezeg d'ober stad eus un arbennigiezh evel un- pe daouembregour. Gounezet e vez ar perzhegadur da heul an Testeni Studi Arbennik pe ar gevataliezh anezhañ pe c'hoazh diwar ali ar C'hengor perzhegañ

NOTENN : Merkañ amañ ar c'hemm etre an deveradoù en -ekaat hag en -egañ. An deveradoù en -ekaat a verk un treuzfurmadur gwerc'hel, enlenat, endra verk an deveradoù en -egañ un treuzfurmadur derc'hel, daveat : galloudekaat “dont pe lakaat da vezañ galloudek”, galloudegañ “reiñ d'un den ar gwir da zerc'houezañ unan all” ; gwerc'hekaat “dont pe lakaat da vezañ gwerc'hek, eleze da gaout revoud ha gwered”, gwerc'hegañ “emskiantañ ouzh, anaout udb. en e werc'hegezh” ; heñveldra : perzhekaat “dont pe lakaat da vezañ perzhek, dastum perzhioù, stummadur”, perzhegañ “anaout ar perzhioù, ar stummadur dastumet gant ub.”
Deveradoù perzhegañ : perzheged g. ls. -idi “an hini a zo bet perzheget” ; perzhegadur “ober pe disoc'h an ober perzhegañ”.

Kent War-lerc'h