Vitamin B6, deverad piridinek (klorhidrat pirodoksol) o tasperzhiañ e kennevid ar proteinoù, an druzennoù hag ar glukidoù. Bezant eo en edeier, el laezhadoù, er vioù, en avu hag er c'hig. Ar mamennoù naturel anezhañ zo ar goell bier, eginoù an ed, ar c'higoù, al legumaj glas hag ar frouezh fresk. An negez anezhañ a zevoud, gant an den, darvoudoù koazhadel, kroc'henel ha nervel.