Preder

Geriadur ar vezekniezh

pustulose vacciniforme ou varioliforme aiguë ou varicelliformeeczema herpeticumpustuloz vaksinvanek pe brec'hvanek lemm pe brec'hnijvanek

Dispuilhad burbuennoù ampukadek kevredet gant gouliñv, o tinodiñ peurliesañ war un ekzema eus an dremm gant bugale yaouank ha tuet da emledañ. Ar burbuennoù-se, heñvel ouzh re ar vuvrec'h pe ar vrec'h, a zedro peurliesañ etrezek ar pare en un nebeut devezhioù, ar stad hollek o chom mat daoust d'un derzhienn uhel ; neoazh, gant ar vugale yaouank kenan ha pa vez muiek an dispuilhad, e c'hell an dedro bezañ marvus. Dindan gevarguz emañ natur an dispuilhad-se, gwech vaksinel, gwech erorel.

Kent War-lerc'h