Dispuilhad kroc'henel debronek ha hollekaet eus burbuennoù bihan dishadenn anvolc'hennek war ur goueled eritematus, kevret gant terzhienn uhel ha gwadeleozinofil. Dedreiñ a ra etrezek ar gourc'hennadur war-lerc'h un dek devezh bennak. Liaien eo an arbenn (penikillineier ha makrolideier pergen).