Anaf kroc'hen naouus dre ur bos ezkroc'henel ennañ ul liñvenn linek. — Ar vurbuenn yud (Gl. pustule maligne, Sz. malignant anthrax) eo furm voasañ ar serk gant an den. Deraouiñ a ra gant c'hwezigennoù bihan leun a levruzenn a ya an diaz anezho war argalediñ buan, lec'h ma tinod ur blakenn vreinged, un tachad tanijennek en dro dezhi. A nes da nes e ledana emberr ar gouliñv ha gwelout a reer oc'h erzerc'haat an anadennoù devoudet gant ar poreadur hollekaet (sl. charbon).