Preder

Geriadur ar vezekniezh

puspuslin g.

Liñvenn dev pe devoc'h, liesliv, o tinaouiñ diouzh un danijenn lemm pe henek, a c'hoarvez eus ur parzh liñvel pe gwadveiz hag eus ur parzh sonnel amparet gant leukokit darallet mui pe vui, gant rannigoù behin, trenkennoù druz ha garvevion. Meur a zoare lin a zigemmer : a) al lin glas (Gl. pus bleu, Sz.  blue pus) dec'hanet gant ar bazhelloù piokianek ; b) al lin keuzennek (Gl. pus caséeux, Sz.  cheesy pus), tevoc'h, hogos sonnel, o tennañ d'ar c'heuz ; c) al lin chokolad (Gl. pus chocolat, Sz.  anchovy sauce pus), a liv gant ar chokolad o tont eus ar pugnezoù amoebel ; d) al lin diennheñvel (Gl. pus crémeux, Sz.  curdy pus), tev en arbenn eus sourusted an elfennoù sonnel ; e) al lin meuladus (Gl. pus louable, Sz.  laudable pus), melenoc'h, tev dre berzh ar fibrin paot ennañ, sellet gwechall evel a erdeb azoù ; f) al lin gwadek (Gl. pus sanieux, Sz.  sanious pus), sklaeroc'h, gwad ennañ ; g) al lin levrus (Gl. pus séreux, Sz.  serous pus), damvoull ha berus kenan en arbenn eus ar parzh liñvel a-fonn ennañ.

Kent War-lerc'h