Preder

Geriadur ar vezekniezh

Purtscher : syndrome ou rétinite ou rétinopathie de ∼Purtscher's disease, angiopathic retinopathyazoniad g. pe luc'hsaefo g. pe luc'hsaead g. Purtscher

Azoniad lagadel o tarvezout un nebeut eurvezhioù pe un nebeut devezhioù war-lerc'h un daraez a zo lec'hiet ar poent enorc'h pell diouzh al lagad (flastr ar brusk, torr ar c'hlopenn pe eskern an izili). Naouiñ a ra dre ul leiadur eus ar gweled daoulagadel ha dre ur gouliñv a'l luc'hsae, strewek, arlouet, gant daspugnadoù malzennek a-hed ar gwazhiennoù ha gant gwadliñvoù el luc'hsae. Dedreiñ a ra etrezek ar steuziadur pe an dallentez. Ur strafuilh gwazhiedel eo, devoudet gant un uswask gwazhiennel war diriad an empenn pe gant enfreier behinel evodet eus an eskern.

Kent War-lerc'h