Gwiad kenglenel bouk, gwazhiedek ha nervaouek kenan, a zo buhez an dant en he dalc'h, o c'henniñ ar gavenn greiz ha kanolioù ar gwriziennoù. War he gorre ez eus ur gwiskad odontoblast a ya an astennadurioù skoultrennek anezhañ e tuellennoù an dentin.