A) Ent ledan, nep hentenn da brederiañ an direizhoù bred pe kreud o vont dre araezioù bredel pe, resisoc'h, o tennañ splet eus an darempred etre kurer ha klañvour : an teogiñ, ar goudreiñ, an azgouestaat bred, an darboellañ, h.a. Er ster-se, ar bredelfennañ zo ur furm eus ar bredkurañ. B) Strishoc'h, e keveneber ar bredelfennerezh ouzh furmoù all ar bredkurerezh, dre veur a abeg : pa 'z eo ar bredelfennerezh dreist pep tra dieulerezh ar c'henniñv diemouez, elfennadur an treuzdoug o vezañ an hent d'e ziskoulmañ.
NOTENN : Ouzhpenn bredkurerezh g. hag an deveradoù boas e c'haller, evit aroueziñ un embregadenn vredkurañ, arverañ bredkur b., bredkuradenn. Ar bredkurer (Gl. psychothérapeute ; Al. Psychotherapeut ; Sz. psychotherapist) eo an hini a ren ar vredkur ; ar bredkuradour ar gouziviad ; bredkuradel (Gl. psychothérapique ; Al. psychotherapeutisch ; Sz. psychotherapeutic) eo pezh a denn d'ar bredkurañ.