1 A-zivout ar stadoù bred dezho ur muiadur hag un daralladur eus an eraeziñ, trezerc'hadoù ha un daskemmadur eus an noa (gourboz pe gouvid). Boaziet e vez an termen-se evit an anadennoù bred devoudet gant drammoù trezerc'heiat 'zo (LSD, meskalin, h.a.) ha da heul evit ar greadoù sevenet en ur stad eus ar seurt. 2 Dre astenn ster e talvez ivez evit an drammoù a zevoud ar gweredoù-se, evel da skouer dietilamid an drenkenn lizergek pe N,N-dietillizergamid, anvet ivez lizergid.