Kroc'henad eritemgourc'hennus dianav e arbenn, henek e zedro, naouus dre blakennoù ruz hevonn, warno gourc'hennoù gwenn. Sezet e vez an anafoù dreist holl war an daouilin, an daoulin, ar vrigenn, a-wechoù war ar c'horf a-bezh avat. Menegomp ar p. arzadel (Gl. p. arthropathique, sl. rhumatisme psoriasique) ; ar p. inveterata, doare psoriaziz ma 'z eo an anafoù tev kenan ha likenekaet ; ar p. diac'hin (Gl. p. interverti, Sz. inverse psoriasis, ma 'z eo sezet an anafoù war ar c'hrizadoù plegañ, war balvoù an daouarn hag a-wechoù war sol an treid, a-c'hin d'ar furmoù boas ; ar p. burbuennek hollek Zumbusch (sl. Zumbusch : syndrome de ∼ ) ; ar p. c'hwarrennek (Gl. p. scrofuleux).