Preder

Geriadur ar vezekniezh

pseudo-tumeur cérébralepseudotumor cerebrigaouyoc'henn empenn

Anaez anvet ivez uswask enklopennel (Gl. hypertension intracrânienne) pe gouliñv hennadek ar vegenn (Gl. oedème papillaire idiopathique) diwar gresk ar gwask e gwazhied an empenn. Seurt gwask enklopennel zo dezhañ lies arbenn : resmiadoù uswask talmerel garv, orc'had empenn gant gwadliñv, argerzh empennel war zeled (yoc'henn, gwatoñv, pugnez), poreadoù (pilhonfo, empennfo), empennfoeñv. Lies erzerc'had zo : klopennadoù a-ser gant c'hweladoù, strafuilhoù lagadel a c'hell mont betek an dallentez. An dedro, buan pe buanoc'h hervez an arbenn, a ya etrezek tuzumadur ar meiz, strafuilhoù ar realezh, ar goabrennegezh, ar c'homa zoken, o tarallañ arc'hwelioù bevret an amred hag an analañ (sl. hypertension intracrânienne : syndrome de l' ).

Kent War-lerc'h