Teskad azonoù oc'h erwereañ ur c'hahernaoued (isteñv kaherel gourizoù an izili krec'h ha traoñ hag ivez gwrizienn an izili) arsellet e liesnervennfoioù poreel 'zo hag el liesgwriziennfoioù. Kemm zo etrezañ hag ar c'hahernaoued dre e zinod herrek kenan, bezañs strafuilhoù an eraeziñ, steuz an damougoù a-stirenn ha dre un dedro argizus en un nebeut mizvezhioù.