Preder

Geriadur ar vezekniezh

prurigo simplex chronique ou vulgaireneurodermatitisprurigo g. eeun henek pe boutin

Seurtad prurigo naouus dre un debron feuls ha kravat, o tisoc'h gant ul linadell, un eritem ha goude gant likenekadurioù muiek kevret gant burbuennoù ha livegadoù, un ekzema ha klisiadennoù. Padout a ra an dermatoz-se bloavezhioù. Ar prurigo eeun henek a c'hell bezañ strewek (likenekaat strewek, debron hennadek strewek Brocq ha Jacquet) pe kantet (plakenn likenekaat, liken eeun henek Vidal, debron hennadek henek kantet Brocq ha Jacquet).

Kent War-lerc'h