Protein arsellet en empenn e-doug an empennaouedoù goulemm spouevanek. Daou seurtad zo : unan reol, ar PrP-c (“c" evit Sz. cellular) hag unan ardarzhel, ar PrP-Sc (“Sc" evit Sz. scrapie) a zo ur protein amiloidel ezreol ; diforc'h int dre o harzusted ouzh gwered ar proteazoù. Evit gwir e vez graet ivez PrPsens (“sens" evit Sz. sensitive, eleze hedizh d'ar proteazoù) eus ar PrP-c ha PrPres (“res" evit Sz. resistant, eleze anhedizh d'ar proteazoù) eus ar PrP-Sc.