Preder

Geriadur ar vezekniezh

protubérantiels : syndromes ∼pontine syndromesazoniadoù pontel

Azoniadoù devoudet gant tizhad ar pont, eleze parzh kef an empenn loet a-us d'an hirvel, a-is d'an troadoù empenn ha dirak an ilpenn. C'hoarvezout a reont atav, en tu kevenep d'an anaf, eus ul ledseizi, kevret a-wechoù gant strafuilhoù ar santout. Ul ledazoniad ilpennel, ur seizi eus nervenn an dremm, eus nervenn loc'hañ diavaez al lagad pe eus nervenn loc'hañ al lagad a c'hell sezañ a-gendu d'al ledseizi pe a-gendu d'an anaf, o tisoc'h dre-se gant ul ledseizi dastuat. Hervez sez an anaf e teskriver : an azoniadoù pontel araok, diwar tizhad rannbarzh kofel pe troadel ar pont, eleze an azoniadoù Millard-Gubler, Brissaud-Sicard hag ur seizi gaouhirvelel pontel ; azoniadoù ar c'hil pont diwar tizhad rannbarzh a-gein ar pont. An azoniadoù lec'hiek-se a vez yoc'hennien ar peurliesañ. Ar boukadurioù diwar tizhad gwazhiedel a erzerc'h dre un azoniadur strewekoc'h : an azoniad lezkreizer naouus dre ul ledseizi a-eiltu o vont buan dasstrizhek, loet a-wechoù en ezel krec'h, aliesoc'h avat naouus dre un treuz- pe ur pevarseizi diwar tizhad daoudu ; pe c'hoazh, rouesoc'h, naouus dre ul ledazoniad ilpennel, kevredet a-wechoù gant un tizhad eus an nervenn drigevell pe eus nervenn an dremm, gant bouzarded pe gant un azoniad Claude Bernard-Homer.

Kent War-lerc'h