Danvezenn parzhiat er c'helligoù, liñvel pe liñveloc'h he c'hantalc'h, kolloidel he luniad ha kemplezh meurbet he c'henaoz kimiek. Enni ez eus ur c'hementad bras a zour, korfoù bevel ha halioù anvevel war zileizh pe en arlug ennañ. Ar protoplasm a c'hoarvez eus ar c'hitoplasm hag eus ar graoñell.