Osod dazluniañ an dremm.
– Dremmosod diavaez (Gl. prothèse faciale externe Sz. facial prosthesis) a reer eus an osod dazluniañ goude kolloù danvez bras eus an dremm.
– Dremmosod engronnet pe surjianel (Gl. prothèse incluse Sz. surjical prosthesis) a reer eus un osod enlakaet e-barzh ur wiadenn pe e sell an atelviñ pe e sell an azgouestaat arc'hwelel.
– Dremmosod stankañ (Gl. prothèse obturatrice Sz. obturator prosthesis) a reer eus an osod o tazluniañ speurennoù kavenn ar genoù goude ur c'holl danvez (hemañ o vezañ ar boulc'h fri-genoù, dazbid ar garvan, andlid gouel-stavn).
– Steudell denteeunañ (Gl. prothèse orthodontique Sz. orthodontic prosthesis) a reer eus an ardivink arloet ouzh ur wareg dent e pazenn an ergurañ, ar c'hurañ pe ar stabilaat.