Preder

Geriadur ar vezekniezh

protéineproteinprotein g. -où

Bevgediad, daskediad amparet diwar amindrenkennoù evel monomeroù. C'hoarvezout a ra an digorvelloù eus 50 da 1000 molekul monomer. A-douez an 200 amindrenkenn anavezet n'eus nemet 20 o tasperzhiañ e kenaoz proteinoù ar bronneged. Ar re-se zo dezho ur roll gourfouezus, o vodañ arc'hwelioù bevedel (enzimoù, hormonoù, kromozomoù, viruzoù), arc'hwelioù dezougen (hemoglobin, gwadveiz-albumin, proteinoù kennennel), arc'hwelioù difenn (immunoglobulinoù), hag ivez evel dafarennoù luniadel (kaherioù, migern, kroc'hen, blev). O rannañ a reer en holoproteinoù (pe proteinoù eeun) hag en heteroproteinoù. E rezh gwidennadur eeun a amindrenkennoù, e lavarer ez eo kentael luniad ar proteinoù. Bezañs arreat ar strolloù bleinel –CO–NH–, atomennoù sulfur zoken, zo araezus da lies kraf kimiek gallus, pezh a stabila muioc'h al luniad. Furmadur ereoù etre strolloù bleinel –CO hag –NH ankefin a zisoc'h gant luniadoù anvet eilvedel unvent (biñs eeun, luniad α – Pauling, 1951) pe divvent (feilhennoù krizet, luniad – Pauling, 1951) pe divvent (feilhennoù krizet, luniad β). Dindan wered al lies load en araez da zazgwerediñ c'hoazh e c'hell al luniad eilvedel, pe emzistummañ etrezek ur c'hefluniad teirment, anvet luniad ). Dindan wered al lies load en araez da zazgwerediñ c'hoazh e c'hell al luniad eilvedel, pe emzistummañ etrezek ur c'hefluniad teirment, anvet luniad tredeel. Unel eo an kez kefluniad, delanvadet kreñv avat gant ar metoù dourel diavaez (gwrezverk, pH, bec'h). Bez' e c'hell ivez ar c'hefluniad-se kevrediñ ouzh reoù all hag amparañ ul luniad pevareel (da skouer : an hemoglobin).

Kent War-lerc'h