Preder

Geriadur ar vezekniezh

protamine : test au sulfate de ∼protamine sulfate testprouad dre ar sulfat protamin

Prouad amkanet da naouaat, e plasma ar gwad, an danvezennoù hezileizh dedaolet gant ar furmadur trombin. Dinodadur ur gel, pa azdoder er plasma un dileizhenn sulfat protamin pH 8 a zenaou bezañs an danvezennoù-se. Peurliesañ e vez yaek ar prouad-se en azoniadoù ar c'haoulediñ engwazhiedel strewek (sl. coagulation intravasculaire disséminée : syndrome de ).

Kent War-lerc'h