Tammad DNA ar bakteriofag o vont gougevan ouzh kromozom ar bakteri hag a vo treuzkaset gantañ dre zasparañ azeiladoù da vare emrannadur ar bakteri. An holl vakteri merc'h o deus enta a-hêrezh hilstlennad ar bakteriofag ; hogen ar vakteriloezusted anezho a chom enkelat, en araez avat da vezañ delanket a-greiz holl (da skouer dindan delanvad hormonoù pe danvezennoù kankreiat), o tevoudañ loezadur ar bakteri, gant dilaosk ar bakteriofag klok.
NOTENN : profag amwerc'h :
profag a vir outo un namm hilel a emdreuzfurmiñ e bakteriofag anialek.