Garvevion unkellig, prokariot, o ment er gavael 0,1 da 15 μm, dezho naouusterioù bevgimiek, kennevidel ha molekulel ouzh o diforc'hañ diouzh ar pokarioted all (bakteri). Desellet e-pad pell evel bakteri, diforc'hekaet eo bet an arke diwar-bouez elfennadurioù hilel ha hildarzhel. Ar bevedegoù-se n'o deus nemet ur c'hromozom kelc'hiek, hogen en araez ez int da gaout plasmid. An darn vrasañ n'int tiñvadus en imbourc'hva, nemet en amveziadoù dibarek kenan. Meur a gant arke a anavezer, bezant en holl veteier. Ul lod vras zo garvevion anaerat eizhadrigat, dezho un drenkegezh kreñv, un halgarouriezh kreñv, ur wrezgarouriezh kreñv, pe o trigañ en donderioù bras (eienennoù dourwrezel danvor), hogen reoù all a vez kavet er priadoù, en dourioù dous pe e garvevgorzh pervezel an den hag an daskiriered (ma tanzeont alies metan). Ne anavezer ket arke kleñvedus gant an den ; neoazh, arke metaneiat 'zo a 'r ganol vezhur a vez gousellet a vezañ en orin ur gorrekadur eus ar c'hir boued ha neuze kiriek da c'houstivadur, tanijenn pe borrder.m, dezho naouusterioù bevgimiek, kennevidel ha molekulel ouzh o diforc'hañ diouzh ar pokarioted all (bakteri). Desellet e-pad pell evel bakteri, diforc'hekaet eo bet an arke diwar-bouez elfennadurioù hilel ha hildarzhel. Ar bevedegoù-se n'o deus nemet ur c'hromozom kelc'hiek, hogen en araez ez int da gaout plasmid. An darn vrasañ n'int tiñvadus en imbourc'hva, nemet en amveziadoù dibarek kenan. Meur a gant arke a anavezer, bezant en holl veteier. Ul lod vras zo garvevion anaerat eizhadrigat, dezho un drenkegezh kreñv, un halgarouriezh kreñv, ur wrezgarouriezh kreñv, pe o trigañ en donderioù bras (eienennoù dourwrezel danvor), hogen reoù all a vez kavet er priadoù, en dourioù dous pe e garvevgorzh pervezel an den hag an daskiriered (ma tanzeont alies metan). Ne anavezer ket arke kleñvedus gant an den ; neoazh, arke metaneiat 'zo a 'r ganol vezhur a vez gousellet a vezañ en orin ur gorrekadur eus ar c'hir boued ha neuze kiriek da c'houstivadur, tanijenn pe borrder.