Kemalad DNA loet en argrec'h d'ar c'henenn, ma teu kemplezhioù proteek da lenañ : el lec'h-se eo e vo delanket treuzskrivadur ar c'henenn gant an NRA-polimeraz.
NOTENN : Ar peurliesañ e tigemmer tri farzh en un herouezer : a) an herouezer izek pe herouezer pennañ (Sz. core promoter, Gl. promoteur central ou minimal) loet en argrec'h d'ar parzh deroù a'n treuzskrivadur, b) an herouezer nezek (Sz. proximal promoter, Gl. promoteur proximal) ha c) an herouezer pellek (Sz. distal promoter, Gl. promoteur distal).
a) Pennañ elfennoù an herouzer izek zo ar voest TATA (1/3 eus an herouezerioù denel), ur c'hemalad BRE (Sz. TFIIB recognition element, TF = Sz. transcription factor Br. parenn dreuzskrivañ) e 12 % eus an herouezerioù, en argrec'h diouzhtu d'ar voest TATA, un elfenn deraouekaat (Sz. INR, initiator element), ur c'hemalad DPE (Sz. downstream promoter element) evit a sell an herouezerioù hep boest TATA, gant un elfenn INR avat hag erfin ur c'hemalad MTE (Sz. motif ten element war-lerc'h an IRN, en herouezerioù hep boest TATA na DPE.
b) Ar parzh anvet herouezer reoler en arbenn d'e arc'hwel pe herouezer nezek en arbenn d'e sez, zo en argrec'h diouzhtu d'an herouezer izek. En herouezer nezek ez eus daou rizh a c'houlunioù : ar voest CAAT hag ar voest GC.
c) Evit an herouezer pellek e c'haller kaout muiaerioù (Sz. enhancer, Gl. amplificateur) ha goudaverioù (Sz. silencer, Gl. silenceur), elfennoù o tezvonnañ parzhioù DNA : an drederioù (Sz. insulator), parzhioù reoliñ lokuzioù (Sz. LCR, low copy repeats) hag ivez parzhioù enlenañ ouzh pleuskenn ar graoñell (Sz. MAR, matrix-associated region).
Ar muiaerioù zo kemaladoù DNA ma len lies parenn dreuzskrivañ en araez da greskiñ feur treuzskrivañ ur c'henenn, na pa vefent pell diouti, bennozh da gammadur an DNA. Ar muiaerioù a c'hell kentraouiñ treuzskrivadur n'eus forzh pe herouezer loet en o amen. Arc'hwelañ a ra ar goudaverioù en hevelep doare.