Preder

Geriadur ar vezekniezh

progestéroneprogesteroneprogesteron g.

Hormon steroidel borc'het gant ar c'horf melen, ha goude gant an dorzhienn, evit prientiñ an enkrozhenn da englenadur ha diorreadur ar vi speriet. Arveret e vez e rezh ensinkladoù e prederiadur strafuilhoù ar mizioù hag evit dizarbenn ur golladenn. Bez' ez eo ivez un aozad treugel e bevenaoz an hormonoù steroidel all er gwagrennoù enborc'hañ all. Heñvelsterioù ar progesteron zo an termenoù lutein pe hormon luteel.

Kent War-lerc'h