Preder

Geriadur ar vezekniezh

progéniteurprogenitor cell, colony forming unit, cfurakganer aa. & g. -ioù

Kellig wadparañ liesac'hus oc'h evodiñ eus ar vongellig hollac'hus, oc'h emdreuzfurmiñ e diaraoger ur gellig azv. Ar rakganer zo dezhañ ar galluster da gas etrezek un nebeut hentoù diforc'hekaat hepken : en ac'had kelligoù ar gwad dreist holl – mieloid pe limfoid – e c'hell disoc'h gant n'eus forzh petore kellig azv eus unan a'n daou hent-se. Ent reol ez eo an diaraoger peurzurc'haet endeo, ha menegiñ a reer da skouer anv un diaraoger, heuliet gant an adanv a-zave d'ar gellig azv evodet dioutañ : limfokitel, neuronel, gliel, avuel, osteoblastel… Stad kentael ar gellig diforc'hekaet eo, na erzerc'h ket evit c'hoazh he fenotip holl.

Kent War-lerc'h