Enzim bezant ent reol er plasma er stad anniñvek a c'hell bezañ enniñvet e fibrinolizin niñvek dindan wered ur c'hinaz a orin gwiadel (kinaz borc'het gant speurioù gwazhiedel pa c'houzed ar fibrin warno, lizokinaz pe fibrinokinaz, paot dreist holl er skevent, ar grozh hag ar raksavenn ; urokinaz) pe bakteriel (streptokinaz). Ar c'hediad profibrinolizin-kinaz a vez anvet a-wechoù kemplezh plasminogen-kinaz. Bec'h ar p. er gwad zo gavaelet etre 15 hag 20 mg evit 100 mL (sl. lipoprotéine hag activateur tissulaire du plasminogène).