Kemaladoù oligonukleotid berr a vez arveret evel boulc'hoù an dazgwered. Goude bezañ bet koublet in situ ouzh o c'hemaladoù genomel klokaus e c'hellont talvezout da boent loc'hañ un dazgwered hiraat trelusket gant an Taq DNA polimeraz, a-ziavesk nukleotidoù digraf. An tammad hiraat a hewelaer dre ensoc'hañ un nukleotid tiellet. Ar c'halvezder TISKA zo un araez azas kenan ouzh elfennerezh in situ ar c'hromozomoù.