Preder

Geriadur ar vezekniezh

priapismepriapismpriapegezh b., dirgalc'h g.

Sonnañ revel reñverek, hirbad ha laurus, e-maez nep plegenn orgedel. Arsellet e vez an dirgalc'h dreist holl gant kantroazhfoioù pe c'hwezhigellfoioù 'zo, gant anafoù 'zo a 'r mel a-livenn hag e-doug gwadnaouedoù hag ensinkladurioù enkeviaouek

NOTENN : un anaez nes d'ar briapegezh eo ar glitoregezh (gl. clitorisme), daoust ma ne vez ket arveret paot an eil termen. E-kichen an termenoù etrevroadel e c'haller luniañ termenoù du-mañ diwar ur verb o verkañ ar sonnañ eus an organoù revel — kevodiñ — ha kinnig Br. dirgevod da aroueziñ an anadenn gleñvedel boutin etre an div rev. A se dirgevod an ellig direllig hag ivez dirgevod ar c'halc'h dirgalc'h .

Kent War-lerc'h