Preder

Geriadur ar vezekniezh

préventionprevention1 ergurañ 2 dizarbenn

1 Teskad an araezioù mezegel ha gwaredvezegel engwezhiet evit parraat ouzh ar c'hleñvedoù (ergurañ kentael), ouzh ar grevusadur anezho (ergurañ eilvedel), pe evit kevaraezañ adkenempradur kevredigezhel ar glañvourion en ur gedvuhez nes d'ar reolded (ergurañ tredeel) 2 Gwezh embreget evit hepkoriñ un darvoud o tennañ d'ar yec'hed.

NOTENN : Emañ arver pep hini eus an daou dermen hervez an dro : ledanoc'h eo erdal dizarbenn eget hini ergurañ. An termen kentañ a ve da arverañ kentoc'h pa vez anv a hepkoriñ un darvoud yec'hedel hag an eil pa rekourer da araezioù mezegel. Da skouer : dizarbenn ar vrazezded, dizarbenn distaol an organoù treuzplantet, dizarbenn ur poread klinikel hag a hent all arver al litiom da ergurañ pe da gurañ ar mania, arver erguradel ar gwadveizoù, ergurañ ur c'hleñved dre ar vaksinerezh, mezeg adoù ergurañ evel ar vaksinoù. A se despizadur ar vezekniezh ergurañ : studi hag arloañ an araezioù o parraat ouzh ar c'hleñvedoù. Nes a-walc'h eo ergurañ d'an damheñvelster da prévention a zo prophylaxie (sl. séroprophylaxie, Br. gwadveizgurañ. Notañ ivez arver disgwallañ gant kemeradurioù nes da re dizarbenn

Kent War-lerc'h