Gwask ar gwad war speurioù an talmerennoù trobarzhel, a luskell dizehan etre ur werzh uc'hek o klotañ gant ar sistol (gwask sistolel, gwask uc'hek) hag ur werzh izek o klotañ gant an diastol (gwask diastolel pe gwask izek). Dewerzhañ a reer ar gwask talmerel diwar-bouez ur talmerwaskventer pe un oskillometr.