Arc'hwel molekulioù proteek a 'r reizhiad HLA. – Ar re eus ar c'hlas I a ged ouzh an antigenoù a orin endeuat ar peurliesañ (peptidoù kitozolek), a-wechoù a orin ezdeuat. Ar c'hengediad antigen–molekul HLA zo dezouget betek al limfokitoù kelligpistrius T-CD 8 (pe TK) ha naouaet ganto. Arwerc'het eo neuze an antigenoù gant al limfokitoù-se. Kiriek eo ar molekulioù HLA-se eus ar c'hlas I da zistaol an unspesadimboudoù goude un treuzplantadur organ. – Ar molekulioù eus ar c'hlas II a erzod antigenoù a orin ezdeuat (peptidoù bakteriel, toksinoù), entoet dre endokitoz pe fagokitoz e-barzh al limfokitoù harper T-CD 4. An argerzh hangaeel-se a gendaol d'an distaol eus an allev ha da zifenn ar bevedeg enep ar gwezherioù pore.